Emgann Camlann

Emgann Camlann

"Penaos e voe lazhet Mordred gant Arzhur"
Arthur Rackham, 1917
Maread 537 (Annales Cambriae)
Lec'h Enez Vreizh
Disoc'h amsklaer
Emgannerien
ArzhurMordred
Pennoù-brezel
ArzhurMordred
Niver a emgannerien
DianavDianav
Kolloù
DianavDianav

Emgann Camlann, Brwydr Camlan e kembraeg, eo bet emgann diwezhañ ar roue Arzhur hervez ar vojenn. E Camlan e voe lazhet pe gloazet d'ar marv.
Dre ma'z eo mojennel an holl zanevelloù eus an emgann n'eo ket sur ez eus bet eus an emgann-se. Meneget eo en Annales Cambriae avat, ma kaver an arroudenn-mañ evit ar bloaz 537 :

Gueith camlann in qua Arthur et Medraut corruerunt.
"Emgann Camlann ma varvas Arzhur ha Mordred ennañ."

Istorel eo an dud meneget gant an Annales Cambriae, hag anavezet dre andonioù arall, ar pezh a zamveneg ez eus bet un emgann e Camlan hag e varvas brezelourien brudet, Arzhur ha Mordred o anv. Diaes eo lârout muioc'h avat, ha marteze zoken e stourmas Arzhur ha Mordred en hevelep tu.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy